Anvad rumm dermatozioù naouus dre grugennoù gronnet pe arskarek, debronek mui pe vui, dianav o arbenn ; furmoù niverus a zeskriver diwar o neuz : lichen nitidus, dezhañ un arvez gwiadurel torzhellvanek, l. obtusus, graet gant krugennoù bras hanterbellennek, l. sclerosus et atrophicus (Br. liken sklerozek hag isteñvek), nes d'ar skleroderma ha d'ar kraurosis vulvae, l. verrucosus (Br. liken amstruzhek), lichen neuroticus, furm c'hrevus, alies marvus dindan un nebeut mizioù, h.a. (sl. lichen plan).