Preder

Geriadur ar vezekniezh

leucoencéphaliteleucoencephalitisgwennempennfo g.

Stroll anaezioù an nerveg, naouus, ent neuziadurel, dre lijorennoù ledan divielinaat heuliet pe get gant skleroz hag erwezh gliel, lec'hiet e steuñvenn wenn an hanterennoù empenn, ar c'horf karnek, pañsoù ar mel hag, a-wechoù ivez, ar steuñvenn louet : ar bluskenn, gronnoù an diaz, an ilpenn ; ent klinikel, dre azonoù a-geñver gant lec'hiadur an anafoù : strafuilhoù bred, direizhoù loc'hadel dasstrizhek, santadel ha skiantennel, strafuilhoù ilpennel ha rakkambrel, arouezioù uswask enklopennel ; d'ober ar stroll-se ez a anaezioù liesseurt : ar skleroz strewek, o tizhout an nerveg kreiz a-bezh, ar sklerozioù empenn strewek, ma vez skignet ent kemparzhek an tachadoù divielinaet en hanterennoù empenn.

Kent War-lerc'h