Preder

Geriadur ar vezekniezh

leucodystrophieleucodystrophygwennvideñv g.

Seurtad skleroz empenn strewek, hêrezhel ha familhel, naouus, ent neuziad-urel, dre zaralladur kennevid ar mielin, marteze dre ziaraezded an neuroglia da gefleuniañ e arc'hwel mezhur ; ent klinikel, dre zisleberidigezh ar bred hag amparadur argammedek ur pevarseizi dargrezadel gant barradoù tantel ; darvezout a ra ar marv e termen un dedro dre ar fallezh, ar reuter ec'hempennded, an envedi don hag a-wechoù an dallentez hag ar vouzarded ; deskrivet e vez ur furm vugelel kentrat, ur furm yaouerel, ur furm oadourel hag ur furm c'houlerc'hat.

Kent War-lerc'h