Teskad kammneuziadoù anvet dre zave d'al leiprec'han (Iw. leipreáchan), korrigan eus ar folklor iwerzhonat, naouus dre ar gorrded, an neuz kozhard, ar greoñegezh, enebrezh ur gnom (daoulagad balirek ha skaret, fri arblat, atel ar fas skoanet, divskouarn hir ha loet izel), an isvezhur gant strafuilhoù al lonkañ, usteñv an divvronn hag an organoù genel, ar behinvideñv gant insulinharzusted ha gwadusvec'h insulin ; marvus e vez an dedro dindan un nebeut mizioù ; sellet evel un anaez hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek.