Preder

Geriadur ar vezekniezh

lèpreleprosylovrezh b.

Pore trovanel, familhel alies, diwar vazhell Hansen (Mycobacterium leprae) a ento dre ar c'hroc'hen pe glaourgenn ar fri hag a dreled a-hed an nervennoù trobarzh ; hir eo ar gounervezh (etre 3 ha 5 bloaz) ; deraouiñ a ra dre anafoù ar c'hroc'hen (maelennoù ha krugennoù) diliveget pe gourliveget ; abaoe Kendalc'h al Lovrezh (Madrid, 1953), e tiforc'her div furm : 1°  al lovrezh tuberkuloidel (rizh T), gant erzerc'hadoù kroc'hen amliesel, hevonn, diliveget, aneraezek pe uc'heraezek, tizhadoù nervel bras, tevadur an nervennoù, laurioù, mieraez an eizhaennoù, isteñv kigennoù an daouarn, gouliezoù ha koll an oeñsoù (lovrezh muturnius), leidigezh kigennoù an dremm, gouliezoù ar gornsae o tifourkañ en dallentez ; furm amdredizhus, kuñv ent keñverel he dedreiñ, ganti un erwezhiañ hangaeel bras, ur prouad yaek ouzh al lepromin ; 2°  al lovrezh lepromatus (rizh L), aloubus, strewek ha kemparzhek he anafoù : maelennoù ruz, krugennoù, ozvennoù kouevrek (lepromoù), amhevonn, war c'horre un ensiladur don, sezet dreist holl war an dremm, tevaet he c'hroc'hen (sl.  léontiasis), ivez en arzorn, en ilin, en ufern, er glin ; erzerc'hadoù all eo ar fronfo, ar c'hornsaefo ; ne vez ket tizhet an nervennoù kement hag er rizh T ; grevusoc'h egetañ eo avat, tredizhus kenan ; ent neuziadurel e stader un erwezhiad granulomatus strewek gant keurgelligoù ha bazhelloù enkelligel ; gwan eo an erwezhiad hangaeel : nac'hek eo ar prouad ouzh al lepromin ; e rummadur Ridley ha Jopling (1966) ez arouezer TT hag LL an div furm “vlein”, I ar furmoù ansavelet, deraouel, hag ar furmoù etrebleinel, argefin (sl.  borderline) : BT (argefin tuberkuloidel, Gl.  borderline tuberculoïde), BL (argefin lepromatus) ha BB (argefin argefin) ; gorrek e vez dedro al lovrezh, gant resmiadoù goulemm ; pareadus eo dre ar c'himigurañ arzalc'het bloavezhioù pad (sulfonoù, sulfamidoù, rifampikin).

Kent War-lerc'h