1 O leiaat pe oc'h astaliñ an erwezhioù hangaeel spesadel ouzh un antigen dre dolc'hañ reizhiad difenn hangaeel dourennel pe gelligel ar bevedeg ha deren hemañ d'ur stad a c'hougemer hangaeel (sl. tolérance immunitaire). 2 Gwezher an hangaeastaliñ ; an hangaeastalerioù pennañ zo ar skinoù X, ar gourzhkennevidadoù (sl. antimétabolites) evel an tiopurin o c'hevennañ al limfokit T (pe kelligoù toazonamplegat, sl. cellules thymodépendantes) pe an alkilerioù (Gl. alkylant, Sz. alkylating agents), gevennerioù ar c'helligoù toazonamplegat hag ar c'helligoù yalc'hamplegat, ar c'hortikoidoù, ar gwadveiz eneplimfokit, o tispenn ar c'helligoù toazonamplegat hag o virout ouzh al limfokit a naouaat an antigen, ar c'hiklosporin (sl. cyclosporine), antikorfoù monoklonel 'zo, h.a. ; arveret e vez an hangaeastalerioù evit skoilhañ ouzh distaol an organoù treuzplantet.