Preder

Geriadur ar vezekniezh

immunodéficitaire acquis : syndrome ∼, SIDA, sida, syndrome d'immu-nodépression T épidémique, SITE, carence immunitaire T épidémique, CITEacquired immune deficiency syndrome, AIDSazoniad an hangaezivig arzeuat, HAZA, haza g.

Rouestladoù goulerc'hat d'ar poreadur gant ur retroviruz eus an iskerentiad Lentivirus, ar VIHAD (viruz an hangaezivig arzeuat denel, Gl.  virus de l'immunodéficience acquise humaine, HIV, VIH, Sz.  human immunodefi-ciency virus, HIV), oc'h enteiñ dre geraez glaourgennel pe drewanel, treuzkaset dre an darempredoù revel, ar gwad, ar sankadennoù pe gant ar vamm d'ar bugel (e-kerz ar vec'hiegi, ar gwilioud pe al laezhañ) ; dre boreañ ha distrujañ al limfokit T harper (sl.  cellules T auxiliaires) T4 pe CD4, e tevoud isniver al limfokit ha divig an hangae kelligel, dre se e laka da zinodiñ poreadurioù koulzataer grevus ha kankroù ; bez' e vez un entremez hir pe hiroc'h (10 bloavezh ent keitat) etre an tredizhañ hag an ampoent ma tiskenn feur al limfokit T CD4 dindan ar gwehin a 200/mm³ gwad ha ma krog erzerc'hadoù eilvedel an hangaezivig da anadiñ — an haza ent strizh eo ; e 1993 e voe savet ur reizhiad rummañ erzerc'hadoù klinikel ar poreadur dre VIHAD : rummad A : kentporead azoniek, poread diazon, c'hwarrenn hollek trebadek ; rummad B : angiomatoz bazhellel, miwe gouzoug ar grozh, terzhienn 38,5°C pe darc'hoal e-doug ouzhpenn miz, kandidiaz adfeilhus ar genoù, ar c'hargadenn pe ar gouin, senkl arreadek pe aloubus, leukoplaziezh kreoñek an teod, purpura olpladanel hennadek, korzennfo gant pugnezioù, nervennaoued trobarzhel, h.a. ; rummad C (darbennet evel despizadur haza an oadour) : kandidiaz ar bronkez, ar vriant, ar skevent, an treizher, kankr aloubus gouzoug ar grozh, kriptosporidioz ar pervez e-doug ouzhpenn miz, poread dre CMV (kitomegaloviruz) al luc'hsae ha dallder, poreadoù dre CMV a lec'hiadurioù all, poread dre empennaoued dre VIHAD, eror strewek : angreizhoù henek er skevent hag en treizher, sarkom Kaposi, limfom immunoblastek, poread dre vikobakteri strewek skeventel pe ezskeventel, skeventfo bakteriel arreadek dre Pneumocystis carinii, gwennempennaoued liesannon argammedek, gwadlestegezh arreadek dre Salmonella, toksoplasmoz en empenn, fallezh a 'r VIHAD ; viruz an haza a ra d'ar bevedeg parañ antikorfoù na spiront ket d'e neptuiñ ; ar vezañs anezho a lakaer war wel dre ar gwadveizprouad, alese an termenoù gwadveizyaek, gwadveiznac'hek (Gl.  séropositif, séronégatif) arveret da aroueziñ ar c'houziviaded hervez ma tinoer pe get antikorfoù VIHAD en o gwad ; evit c'hoazh ne bareer ket an haza, gevennañ ne reer ken an dedro anezhañ dre ziounit enepviruzeier (triyac'hadur), hangaearoulevieroù, bevastalerioù, mitozastalerioù ; e diouer ur prederiadur pareañ, ez arbouezer an diarbennoù ergurañ : stummañ ar c'hoskor arouelañ, koulzadoù stlennañ dre ar mediaoù ; amkan pennañ an imbourc'hioù hiziv e chom kevrikaat ar vaksin enephaza.

Kent War-lerc'h