1 A-zave d'an dec'hmegañ (Gl. imaginer). 2 Hervez Lacan, unan eus tri gwere pennañ ar vaezienn vredelfennadel (an daou all o vezañ an trael, Gl. réel, hag an argelel, Gl. symbolique), naouus dre souridigezh ar c'heñver ouzh skeudenn ar c'hetpar kantouezet gant ar gouzrec'h evel e zrec'h (e skeudenn velezour) (sl. réel, stade du miroir, symbolique).