Preder

Geriadur ar vezekniezh

imagerie médicalemedical imagingskeudennerezh g. mezegel

Diskiblezh an araezadoù fizikel engwezhiet evit skeudenniñ ergorennoù loet e diabarzh ar c'horf ; kentradet e 1895 gant W. K. Röntgen e rezh ar skinluniñ, ne baouez ket, abaoe 60 vloaz dreist holl, a gempleshaat he c'halvezderioù hag a astenn maezienn he arloadurioù ; ar re-mañ a ranner hiziv etre div dachenn : ar skeudennerezh neuziadurel (Gl.  imagerie anatomique), oc'h ameilañ an deznaouiñ dre zinoiñ an anafoù hag an ezreolderioù korfadurel, ar skeudennerezh arc'hwelel (Gl.  imagerie fonctionnelle), amkanet da studiañ arc'hwelerezh an organoù ; an hentenn goshañ ha bepred an arveretañ eo ar skinluniñ (Gl.  radiographie) ; un arwellâd anezhañ e voe an haenluniñ (Gl.  tomographie) ; ar c'halvezderioù nevesañ eo an dasson gwarellel derc'hanel (Gl.  résonance magnétique nucléaire), ar skinerluniñ (Gl.  scanner, scanographie), ar skingannluniñ (Gl.  scintigraphie), ar stenerluniñ pe stenwereañ (Gl.  échographie) hag un askenad eus hemañ, an dopler pe herrventerezh Doppler, araez da vuzuliañ herr diver ar gwad ; e-touez amkanioù an imbourc'h kempredel emañ an araokaat eus kizidigezh an dinoerioù evit leiaat read ar skinoù ha dre se ar riskloù anezho evit ar gwiadoù skinataet, eus og teirmentel (Gl.  définition spatiale) ar skeudennoù hag eus korvoadur an arhentoù (Gl.  exploitation du signal) : endra vez gouest lagad an den da zigemmañ 100 live louet etre ar gwenn hag an du, ez eo barrek erc'hwilierezh an arhentoù ameilet dre urzhiataer da ziforc'hekaat 4000 live (sl.  Doppler : examen , échogra-phie, échogra-phie 2 , IRM, radiographie, résonance magnétique nucléaire, scanographie, scintigraphie, tomographie).

Kent War-lerc'h