Gwariadur ar merzhout, an arbenn anezhañ o vezañ a) pe en traoù, evel ar pleg a weler gant ar vazh soubet en dour, b) pe er skiantennoù : mar kroazier biz kreiz ha biz yod un dorn ha mar lakaer etrezo ur ganetenn, e kreder merzhout div ganetenn (kammzerc'h Aristoteles), c) pe en emanglevout : an den, bet ambidet e vrec'h outañ, o kenderc'hel da verzhout an ezel ezvezant (ezel tasmant, kammzerc'h an ambideion) ; diforc'h a lakaer etre ar c'hammzerc'h, fazi merzhout, hag an trezerc'h, asvan merzhout (sl. halluci-nation).