Preder

Geriadur ar vezekniezh

hyperthermie maligne per-anesthésiquemalignant hyperthermia of anesthesiauswrez yud an dieraeziñ

Azoniad dibaot o tarvezout e-kerz an dieraeziñ hollek, bet stadet er Stadoù Unanet, nemedennek en Europa, naouus dre un derzhienn o sevel herrek betek 43°C, dre reuter a 'r c'higennoù, dulaz, uswask talmerel, kalonustead ; ent vevoniel e noter un akidoz kennevidel, gwadusvec'h kaliom, gwadisvec'h kalkiom, usvec'h an enzimoù kaherel er gwadveiz ; marvus e 60-70 % eus an degouezhioù ; dindan gevarguz e chom an ardarzh : kenttuus e hañval bezañ ar c'hleñvedoù kaherel ; goulakaat a reer ivez bezañs un namm hilel treuzkaset er mod trec'hek aotozomek.

Kent War-lerc'h