Preder

Geriadur ar vezekniezh

hyperthermie maligne d'effortexertion malignant hyperthermiauswrez yud diwar strivañ

Azoniad delanket gant ur strivad kigennel start ha hirbad en un amva tomm ha gleborek, o tiraez trumm tud yac'h (soudarded en embregerezh) ; naouus dre uheladur ar gwrezverk kreiz dreist 40°C, strafuilhoù nervvredel rust (arluz, koma), kalonustead gant falladur kalongwazhiedel, c'hwezennoù puilh, arouezioù kaherloezañ (uheladur an enzimoù ar gwadveiz, ar CPK pergen), direizhoù kaoulediñ ar gwad, tizhadoù an avu hag al lounezh ; grevus e vez an dedro, marvus e 30 % Eus an degouezhioù (sl.  coup de chaleur).

Kent War-lerc'h