Preder

Geriadur ar vezekniezh

hypersensibilité différée ou retardée : réaction d'∼, réaction d'hypersensibilité à médiation cellulaire ◊ ◊ erwezh  g. dreistkizidigezh daleet pe ampellet, erwezh dreistkizidigezh kellighandizhek

Erwezh hangaeel o c'hoarvezout gant gouziviaded ankizidikaet etre 24 ha 36 h goude keraezad un antigen allevek ; erzerc'haat a ra ur c'henniñv antigen-antikorf, diwar wered al limfokit T hag ar makrofag, kelligoù o piaouañ araezioù kelligpistriusted hag o vorc'hañ limfokinoù (ha n'eo ket diwar wered antikorfoù rakvezant er gwadveiz) ; e stadañ a reer e tro an erwezhioù kroc'hen ouzh an tuberkulin, ar flemmadennoù amprevaned, an aozadoù kimiek, en orin distaol an imboudennoù unspesadien, en erwezhioù difenn enepbakteri e-kerz an dorzhellegezh, ar brukelloz, an toksoplasmoz, al lovrezh, h.a. (sl. allergie, auto-immunité, hypersensibilité2, mémoire immunologique).

Kent War-lerc'h