1 (Nervouriezh, Bredoniezh) muiadur kreñvder an erwezhiañ pe ar merzhout eraezadel pe gantaezadel. 2 (Hangaeoniezh) stad ur bevedeg a zo gantañ erzerc'hadoù kleñvedel da geñver ur c'heraezad antigen-antikorf (a-wechoù ez arverer da heñvelsterioù an termenoù darwalladezh, allergiezh, hangae, sl. anaphylaxie, allergie, immunité) ; stadoù an d. pe an allergiezh a renker hervez ar pad etre ar c'heraezañ ha nodiñ an erwezhiañ : a) d. hogozek (Gl. h. immédiate), b) d. daleet pe ampellet (Gl. h. retardée pe différée) ; ur rummadur all a arverer : rizh 1, d. darwalladel (Gl. h. anaphylactique), hogozek, diwar antikorfoù amredat, an IgE (dezhi erzerc'hadoù hollek : darwalladezh ha bleuz darwalladel, pe lec'hiek : astma, sifern ar bleuñv, linadell, gouliñv Quincke) ; rizh 2, d. kelligpistriat (Gl. h. cytotoxique), pa vez distrujet gant an antikorf hag ar glokaenn ar c'helligoù a zo enno an antigen (amwad loezadel unanhangaeel) ; rizh 3, d. damzaleet (Gl. h. semitardive) ma tasperzh ivez ar glokaenn, a stader e kleñvedoù an hangaegemplezhioù (anadenn Arthus, kleñved ar gwadveiz, skeventadoù hangaeel) ; rizh 4, d. kellighandizhek pe daleet (Gl. h. à médiation cellulaire pe retardée), da heul gwazhañ eeun an antigen gant al limfokit T kizidikaet, o wezhiañ dre gelligpistriañ pe dre zilaosk limfokinoù (allergiezh tuberkulinel, distaol a 'n imboudennoù).