Anaez ganedigel, familhel alies, oc'h erzerc'hañ e tro an oad a 2 pe 3 bloaz, naouus dre strafuilhoù e diorren an eskern, diwar anafoù talpennel, lies ha kemparzhek : korrded, klopenn ec'honek, fas distumm heñvel ouzh gargoulioù ar Grennamzer, rakwar kein-dargeiz gant baliregezh ar glerenn hag ar c'hof, izili berr ha harzek o loc'hañ, divlez enkromm ha daoulin ezkromm, daouarn tuzum, bizied war bleg ; usvent an avu hag ar felc'h, dilerc'hegezh ar bred, bouzarded, demerennoù ar gornsae, direizhoù ar gwad hag a-wechoù ar galon ; dedro d'ar marv etre 6 ha 9 bloaz ; kleñved renket e stroll ar mukopolisakaridozioù (rizh I-H) ; dec'hanet e vez gant divig un enzim, an 1'α-L-iduronidaz, treuzkaset dre hêrezh hervez ar mod aotozomek enkilek (sl. mucopolysaccharidose).