1° Anvad all evit senkl an dremm ; 2° anvad rumm evit azoniadoù dibaot a zic'henezhadur livennilpennel, hêrezhel alies, o tec'han kridoù, anezho : a) ar migedal ilpennel pazennadek, naouus dre gridoù delanket gant ar fiñvoù, kevret gant un azoniad ilpennel pe ilpennlivennel, gant damreolded an empennvarrwezañ ; b) ar migedal ilpennel kridek, naouus dre varradoù droukfell (erzerc'h en empennvarrwezañ) heuliet gant kridoù emdarzh pe delanket gant ar fiñvoù ha strafuilhoù ilpennel, ha dre un dedro hir ha direoliek ; alies e vez an azoniadoù-se a-geñver gant un isteñv olivenn-ruz-ilpenn.