Preder

Geriadur ar vezekniezh

hospitalisme1 hospitalism 2 contamination1 ospitalegezh b. 2 kurdiadezh b.

1 Strafuilhoù kreud ha bred diwar an negez kantaezel bloc'hel o tizhout en 18 mizvezh kentañ eus o buhez bugale chomet pell amzer hep o mamm en ur c'hlañvdi : dilerc'hegezh vredloc'hadel ha lavarel, harzusted vihanoc'h ouzh ar poreoù, a-wechoù fallezh ha marv ; Spitz, a zeskrivas an azoniad, a lakae kemm etrezañ hag ar gouvid gouskorel (sl.  anaclitique : dépression ,, arriération affective : syndrome d' ), diwar un diouer kantaezel darnel, ar maban o vezañ bet e piaou d'un darempred yac'h ouzh e vamm betek an oad a 6 miz da nebeutañ, hag o pareañ peurliesañ ur wech adkavet e vamm. 2 Anvad lakaet nevez 'zo war ar poreoù dastumet en un diazezadur mezegel (sl.  communautaire, nosocomial).

Kent War-lerc'h