Unan eus an div elfenn a ya d'ober un antigen, anezhi un danvezenn a dolz mol izel (ur polisakarid peurliesañ), piaouel he luniad da bep antigen hag o tebarañ dezhañ e spesadelezh ; an hapten eo a zazgwered ouzh an antikorf met ne c'hell ket dec'han furmidigezh an antikorf drezañ e unan ; houmañ a ampleg ma ve kevredet an hapten gant un danvezenn brotidek pe polisakaridek, ar simiad (Gl. porteur, Sz. carrier) (sl. anticorps, antigène).