Preder

Geriadur ar vezekniezh

haploïde ou haplohaploidhaploidel aa., haplo aa.

1 A-zivout teskad kelligoù ar germen, ar gametoù, enno n kromozom (23 c'hromozom unat gant an den) ; pep kromozom eus ar spergellig a gav e geñvereg er vigellig hag amparañ gantañ ur re — diwar se e sav da 2 n niver kromozomoù ar vi frouezhiget, 23 re gant an den. 2 A-zivout gouziviad ar vonozomiezh, o tioueriñ, en holl pe a-zarn, unan eus kromozomoù ur re ; da aroueziñ ar gouskoevad, e lostgerier ar gedrann haplo gant merk (X, Y pe niverenn) ar c'hromozom unat, sk. : haplo X (azoniad Turner), haplo 21 (kleñved garm ar c'hazh).

Kent War-lerc'h