Preder

Geriadur ar vezekniezh

granulomatose septique progressive, chronique ou familialeprogressive septic granulomatosis, chronic granulomatous diseasegranulomatoz lestel argammedek, granulomatoz henek familhel

Anaez hêrezhel enkilek, revereet, o tizhout ar baotred, naouus, ken abred ha kentañ bloavezh ar vuhez, dre boreadoù ha linadurioù er gwerblennoù, ar c'hroc'hen hag ar flugez (ar skevent pergen), niverus, adfeilhus ha marvus war verr pe verroc'h termen ; dre ar vezañs en holl organoù eus granulomoù foel ; dre un elwenn gant usniver ar granulokit neutrofil — ar re-mañ a fagokit ar garvevion nemet e vezont divarrek d'o dispenn ; dre wadusvec'h ar gammaglobulinoù, gant reolded an immunoglobulinoù, an antikorfoù amredat hag an erwezhioù dreistkizidigezh daleet ; kiriek eo divigad un enzim (an NADPH oksidaz) o tec'han steuz ar fagokitañ.

Kent War-lerc'h