Kleñved grevus o tizhout ar vugale hag ar grennarded, naouus dre ziwanadur nozelennoù granulomatus niverus amparet gant kelligoù retikuloendotelel ensilet a eil lankad gant lipid, war an eskern (eskern ar c'hlopenn pergen), ar c'hroc'hen, ar gwerblennoù, an avu, ar felc'h hag ar flugez all, kevret gant terzhienn ; berr alies ha marvus eo an dedroadur (sl. Schüller-Christian : maladie de —).