Kleñved al lagad, naouus dre uswask al liñvenn enboullel dreist 20 mm Hg, o tec'han un nervennaoued gweledel lec'hiet e par ar vegenn ; dianlen eo da isver an dourenn lagad a-dreuz d'ar rouedad kourzadek loet en ank kanevedenn-kornsae ; hervez stad hemañ e tiforc'her : 1) ar g. korn digor (Gl. g. à angle ouvert) pe g. henek eeun (Gl. g. chronique simple), gevennet hepken gantañ diver an dourenn, anaez paot, hêrezhel, da azonoù dezhañ, ouzhpenn an uswask enboullel, dislivad ha pukadur ar vegenn, strishadur ar gwelvaez, o tedreiñ gorrek ha manguñv etrezek an dallentez ma n'en oberataer ket ; 2) ar g. korn serr (Gl. g. à angle fermé) ma vez kempeget ar ganevedenn hag ar gornsae hag, a se, dic'hallus assugadur an dourenn, naouus dre gaouadoù lemm laurioù feuls el lagad, heugennoù, c'hweladoù, gweled morennek, luc'hgaz, mabusvoll, ruzder ha kaleted “e kanetenn wer” ar voull lagad ; ur wezhiadenn difrae hepken a c'hell gwarediñ ar gweled.