Organ kelligoù epitelel ouzh e ober, e arc'hwel parañ borc'hadennoù ; kemm a lakaer etre ar gwagrennoù ezvorc'hañ (Gl. glandes exocrines), o tegorzhañ o dedaolad e-maez ar bevedeg pe e-barzh ar ganol vezhur, hag ar gwagrennoù enborc'hañ (Gl. glandes endocrines), o tilaoskiñ o dedaolad er gwad (ar skoedenn, an uslounezhenn) ; kemmesk eo reoù 'zo (an avu, ar gonadoù, an ilgreiz) (sl. apocrine, eccrine, holocrine, hormone, mérocrine).