Preder

Geriadur ar vezekniezh

frigiditéfrigidityyenegezh b.

Termen dispis oc'h aroueziñ ar skorted eus buhezadoù revel 'zo : c'hoant, bliz, boz, oriadell hag an anadennoù bredvevedel kevret : gwagrennel (borc'hadoù), nervgaherel (kevodiñ) ; en 18t kantved ez arvered ar ger evit ar c'houreved hepken, pa gomzed en 20t eus dic'halloud (Gl.  impuissance) ha hiziv eus migevod (Gl.  dysérection) pe eus anderod (Gl.  anéjaculation) ; hiziv e talvez evit an dioueroù benevel hepken, daoust ma talc'h aozerion d'ober gantañ en div rev (sl.  anaphrodisie, dysfonction érectile, orgasme).

Kent War-lerc'h