Anaez familhel, hêrezhel, treuzkaset er mod aotozomek enkilek hogos bepred, furm glokañ eus an dic'henezhadurioù hêrezhel livennilpennel (sl. hérédodégénérescence spinocérébelleuse), naouus, ent klinikel, dre zireizhoù ar c'henurzhiañ loc'hadel (ankedre diasavel, argenk tabezilpennel), dre ur migevaot, ur c'hren diarvennel, un endoniseraez, steuz an damougoù a-stirenn, un arouez Babinski daoudu, disneuziadoù an treid hag al livenn, un nistagmuz, alies un tizhadur a 'r c'haher kalon ; gorrek e vez an dedro, adalek ar gaezouregezh betek ur stad a nammded krenn ; ent neuziadurel, dre an dic'henezhadur er mel eus ar pañsoù hag ar gwriziennoù adreñv, eus ar forzhioù livenn-ilpenn ha, leiekoc'h, ar forzhioù pikernennek : skoanet emañ kelligoù ar steuñvenn louet ha divielinaet ar steuñvenn wenn ; astennet e vez ivez a-wechoù ar skoanadur da gerniel araok ar mel, d'ar c'hef empenn, d'an ilpenn ha d'ar gronnoù ampikernennek.