Azoniad naouus dre un dispuilhad krugennek ha gouliñvek, c'hwezigennoù ha gloevennoù stalet e stumm kokardennoù a-wechoù, sezet war an daouarn, an divarvrec'h, an daouilin hag an daoulin ; anaez kuñv, o tedreiñ d'ar pare dindan div sizhun, oc'h adfeilhañ aliezik avat ; kevarguzet emañ arbenn an eritem liesneuz pa intenter hemañ gwech evel ur pore rannvloaziek, gwech evel un dermatoz devoudet gant gwezherioù garvevel, foueel pe bistriel ; furmoù 'zo terzhiennek gant dispuilhad paoterek a nesaer d'an ektodermoz graspadek liesigorennel (sl. ectodermose érosive pluri-orificielle).