Dispuilhad ozvennoù tonenn-goudonenn a vent ur graoñenn, balirek, ruzvouk, fetis ha laurus ouzh ar pouezañ, sezet dreist holl war an divesker, an treid hag a-wechoù war an divvrec'h, kevret gant terzhienn hag arzostoù, o tedreiñ war 10 da 20 deiz en ur dremen dre lerc'hiad arlivioù ar brondu ; ent klasel ez eus anezhañ ur furm eus ar c'hentporead torzhellek ; hiziv en en intenter evel un erwezh allergek ouzh antigenoù pistriel pe boreel.