Tanijenn glaourgenn ar grozh ; kemm a lakaer etre an enkrozhennfo kistek (Gl. endométrite kystique) ma stader kistoù bihan a-strew war ar glaourgenn hag an enkrozhennfo gwadliñvek (Gl. endométrite hémorragique) naouus dre zireizh ar c'hor miziaouel, an diwadoù o vezañ ezreol en o aliested, o fadelezh, o fonnded ; emañ e dianlen an usvorc'h follikulin o tevoudañ uswe gwagrennoù an enkrozhenn.