Diwan en ul lec'h divoas eus gwiad enkrozhennel reol e rezh ur glaourgenn gant e donenn, e wagrennoù hag a-wechoù kaherwiennoù levn ; sezañ a ra peurliesañ war gorf ar grozh ma sank bogodoù bihan er c'haher, met ivez dindan an ampelenn, war gorzennoù ar grozh, e-barzh ar stagell ledan, ar vierez, ar youlc'h ha zoken er ganol vezhur, er c'hroc'hen ; erwezhiañ a ra hevelep glaourgenn krozh ezlec'hiat ouzh an annozadoù hormonel.