Preder

Geriadur ar vezekniezh

encéphalopathie infantileinfantile encephalopathyempennaoued ar vabaned

Stern nozografek ma voder an azoniadoù nervel a zeroù kentrat hag a zedro henek, diwar geuziadoù o wazhañ an empenn en enkrozhvezh, da geñver ar c'hanedigezh hag e-kerz mizvezhioù kentañ an hoali, da arbennoù dezho an isvec'h oksigen, ar gwadliñvoù, ar viruzoù (ruzig ar vamm), an arvevaded (toksoplasmoù), an digempad krouell-mamm (Rhesus), diabet ar vamm ; diwar anafoù kleizennel trebadek e tinod strafuilhoù nervel ha bredel : ledseizi mabanel, kleñved Little kevret gant dargrezadoù ampikernennek, atetoz, droukfell, nammoù al lavar, ar gweled hag ar c'hleved, dilañsoù kefredel ha kantaezel.

Kent War-lerc'h