Erzerc'had empennel, alies feuls ha dramaek, an uswask talmerel yud : klopennad brevus, dispislec'h, o saezhenniñ adalek ar c'hilpenn, kevret a-wechoù gant c'hweladoù, barradoù droukfell hollek hag an dedreiñ trema ur c'homa marvus ; gwikefre ar strafuilhoù eo devoudadur un uswask enklopennel, gouliñv an empenn hag alies gwadliñvoù fennigaouek ; heñvel eo an daolenn glinikel ouzh hini ur yoc'henn empenn.