Preder

Geriadur ar vezekniezh

Cushing : maladie de ∼, syndrome de ∼, hypercorticisme glycocortico(stéro)ïdeCushing's disease, Cushing's syndromekleñved Cushing, azoniad Cushing, kaenusvorc'hegezh b. c'hlikokortikoidel

Klañvadur o tizhout ar vaouez yaouank dreist holl, naouus dre vorrder a 'n dremm, a 'r gouzoug (choug bual) hag a 'r c'hef, uswask talmerel, kaheristeñv gant asikted, osteoporoz, skorted c'hanadel, stirgennadoù mouk, gourblevegezh a 'n dremm, a-wechoù gwadusvec'h glukoz hag elruz, devoudet gant kaenusvorc'hañ ar glikokortikoid ; orin hemañ eo pe 1) ur reñver ACTH diwar un adenom a 'r rakgougorfenn pe un anaf a 'r gouzerc'hvel, kevret gant kaenuswe daoudu (en degouezh-mañ hepken e komz aozerion 'zo a gleñved Cushing), pe 2) ur yoc'henn guñv pe yud a 'r gaenuslounezhenn pe ur mezegadur hirbad gant ar c'hortikoidoù, hag en dro-mañ e ra an kez aozerion anv a azoniad Cushing ; dervaet e vez deznaou ar gaenusvorc'hegezh gant feur uhel ar c'hortizol en troazh, hag an orin gougorfennel anezhi gant usvec'h an ACTH.

Kent War-lerc'h