Ensteudañ ur vammenn skinoberiek ouzh ur yoc'henn a venner distrujañ ; ar radiom 226 danvezet da gentañ (radiomgurañ) zo bet erlec'hiet outañ ar c'heziom 137 hag an iridiom 192 ; diforc'hiñ a reer an enkurigurañ (Gl. curiethérapie interstitielle) pa loer ar vammenn skinoberiek e-barzh ar yoc'henn hag an neskurigurañ (Gl. plésiothérapie) p'he loer en he c'hefin ; notañ ar c'hemm kemeradurioù a zo etre Sz. brachytherapy ha Gl. brachythérapie (sl. brachythérapie).