Trouz dibarek klevet e diabarzh ar c'horf e lies degouezh : a) pa fiñver an daou damm eus un askorn torret (gouriñviad askornel, Gl. crépitation osseuse), b) pa vruzuner ar c'haouled dre bouezañ war ur gwatoñv (gouriñviad gwadel, Gl. crépitation sanguine), c) pa bouezer war un emfizem endan-groc'hen (gouriñviad erc'hek, Gl. crépitation neigeuse), d) pa frot ur stirenn tanijennet ouzh speur an irgenn, e) pa bouezer war osteosarkomoù 'zo gronnet gant ur glorenn askorn (gouriñviad parchek, Gl. crépitation parcheminée).