Laennec a geñverie ar ronkoù straklus gant draskadenn an holen lakaet war ur bladenn domm, anezho trouzoù munut, paot ha reoliek klevet dre fourradoù e dibenn an enanalañ ; o stadañ a reer alies e deroù ar skeventfo.