Kammneuziad ar galon, anezhi an dreistpad eus un igorenn etre an daou gofig diwar an darniñ eus organbarañ an dilhenn stirek pe gaherek, o tevoudañ ur skoev kleiz-dehou ; hervez ment an igorenn e rummer ar c'hehentadoù e tri stroll : stroll I (kleñved Roger, skoev bihan hep uswask talmerel skevent), stroll II (skoev bras hep uswask), stroll III (skoev bihan gant uswask) ; er stroll IV e renker ar c'hehentadoù etre-kofigoù kevredet gant kammneuziadoù kalon all (sl. tétralogie de Fallot).