Igorenn etre ar c'hentezoù a vent hag a sez diseurt hervez ma tisoc'h eus ezvezañs an dilhenn, eus dreistpad an ostium primum pe eus anstankadur an toull vigelc'hiek ; drezi e c'hoarvez ur skoev kleiz-dehou, ur c'hilred eus ar gwad gwazhiennel ha, gant an amzer, un usvent eus kavennoù dehou ar galon hag eus reizhiad talmerel ar skevent ; liesañ degouezh eo eus kammneuziadoù ar galon, diouzañvet mat betek an oad a 30–40 vloaz, o tec'han ur skorted kalon da c'houde.