Kleñved stadet e traoñienn San Joaquin (Kalifornia), naouus peurliesañ dre ur resmiad terzhienn berrbad, heuliet a-wechoù gant ur prantad eilvedel heñvel a-walc'h ouzh an dorzhellegezh (anafoù er skevent, er pilhon, en eskern hag en arzoù), dedroad grevus a zarvez dezhañ bezañ marvus ; ur foue eo ar gwezher, Coccidioides immitis, o tont tre er bevedeg dre an analañ.