Arvevaded unkellig eus kevrennad ar sporozoed, stadet dreist holl e-barzh avu ar c'honikled ma tevoud anafoù gwech kistek, gwech hanwevanek ; ur genad anezho, Isospora, arvevat ouzh an den ha kiriek da gokidioz an avu (Gl. coccidiose du foie), kleñved dibaot azonus dre un anaf heñvel ouzh ar c'hist hidatek.