Preder

Geriadur ar vezekniezh

botulismebotulismbotulegezh b.

Pistriboread bouedel lemm hag alies marvus diwar euvriñ toksin Clostridium botulinum, bazhell anaerat Gram+ bezant peurliesañ er c'hilhevardon boutet pe er bouedoù mir dishadennet fall ; goude ur gounervezh etre un ha tri devezh, e teraou an enneriñ dre strafuilhoù boutin da welout : doñjer, c'hweladoù, laur argreuzenn hag ur goustivadur start ouzh start ; da heul ez anad an asikted, seizi an daoulagad, gouseizi strewek ar gouzoug, sec'hded ar genoù, tenndroazh, troazhazdalc'h.

Kent War-lerc'h