Nervdoksin borc'het gant Clostridium botulinum o tevoudañ ar seizi argammedek war ziskenn eus ar c'higennoù dre skoilhañ ouzh dilaosk an aketilkolin er juntad nervenn-kaher ; diounezet e vez dre ensinkladurioù lec'hiek en Nervouriezh evit prederiañ ar penngamm andagel, ar malvennandag hag ar strafuilhoù lagadloc'hadel, er Genedouriezh vezegel evit diverkañ ar roufennoù.