Disec'hadur ar c'hroc'hen , diwar lies arbenn, evel anaezioù 'zo ( kroc'henfo atopek anvet ivez ekzema atopek ), negezioù (vitamin A pergen), pe barennoù diavaez, evel bezañ e diastok danvezennoù tanailhus pe ar prederiadur gant liaoù 'zo. An henaded a vez tizhet aliesoc'h gant sec'hded o c'hroc'hen , naouus dre ur struzhañ hollek ha reoliek eus ar gwiadoù kenglenel, e kemm diouzh ar skleroz a zo ur struzhañ lec'hiek ha direoliek e rezh enezigoù, ledadoù pe gourzadoù.