Kalvezder skinluniñ oc'h arverañ ar kserografiñ, anezhañ un araezad haneilañ luc'hskeudennel o reiñ skeudennoù dargemmek kenan , soliet war berzh ar seleniom da zont da dredanreer. Arverañ a reer ar plakennoù kserografek da gaout skinlunioù hep an embregadennoù kimiek a zo gant ar skinlunadoù klasel, eleze “a-sec'h”.