Ditourenn diazezet war studi ar gemplezh QRS en amdreugadoù trobarzhel. Eus sammad (e milimetr) ar gougammadoù muiel e D 1 ha leiel e D 3 e lamer sammad ar gougammadoù leiel e D 1 ha muiel e D 3 . Studi an ditourenn a gevaraez digemmañ gwariadurioù tredanahel ar galon diwar un usvent kofigel (ditourenn uheloc'h eget 17 mm) diouzh ar re devoudet gant un dehouc'hweladur eeun eus ar galon (ditourenn izeloc'h eget 17 mm).