Prouad troazhloc'honiel, anezhañ ezwanañ lestr al lounezh ha gwezhiañ ul lestrwaskventañ dindan ur c'has tref ennañ arstalek. Ar bennaenn zo muzul tregemmel ar gwask etre ar c'hwezhigell ha lestr al lounezh, trefennet gant ur c'has arstalek, war-benn dinoiñ ur skoilh arc'hwelel bezus er san droazh, ar geforzh lestr-sandroazh pe sandroazh-c'hwezhigell.