Preder

Geriadur ar vezekniezh

vitamine Kvitamin Kvitamin K

Vitamin druzenndileizh bevret da vevenaoz ar protrombin, ar barenn VII, ar barenn IX hag ar barenn X en avu. Erzerc'hañ a ra an negez anezhañ dre ur raktued d'ar gwadliñvoù. E gavout a reer el luzern, an delioù glas, en eoulioù struzhel. Bez' ez eus ar vitamin K₁ a orin struzhel anvet ivez fillokinon , ar vitamin K₂ pe menakinon , enaozet gant bakteri ar pervez hag ar vitamin K3 kevanaozel, anvet ivez menadion (sl.  antivitamine K, AVK ).

Kent War-lerc'h