Preder

Geriadur ar vezekniezh

vitamine Dvitamin Dvitamin D

Vitamin druzenndileizh o tasperzhiañ er c'hennevid fosfor-kalkiom. Kevaraezañ a ra ar sugañ pervezel halioù kalkiom ha fosfor. An negez anezhañ a zevoud lec'h, istant kaherel ha stagellel hag askorn vlodad. An usvec'h vitamin D a zevoud un darc'hoal, un treutadur hag ur reñver askorn aat. Bez' ez eus div furm a vitamin D : ar vitamin D 2 pe ergokalkiferol (pe kalkiferol) a orin struzhel hag ar vitamin D 3 pe kolekalkiferol a orin loenel, bevenaozet e - barzh an derm dindan wered ar skinad dreistmouk B (sl.  calciférol, ergocalciférol ha cholécalciférol ).

Kent War-lerc'h