Preder

Geriadur ar vezekniezh

virus de Marburg : maladie à ∼ ◊ ◊ kleñved diwar viruz Marburg

Terzhienn wadliñvus Marburg zo ur c'hleñved grevus, gant ur feur trankañ uhel ha devoudet gant ur viruz eus an hevelep kerentiad hag an hini a zo en orin terzhienn wadliñvus diwar viruz Ebola. Arsellet gant ar c'horrgresker elektronek ez anad ar rannigoù viruzel evel edañvoù hirvoan o punañ a-wechoù e stummoù iskis, alese anvad ar c'herentiad : ar Filoviridae. Emaint e-touez ar gwezherioù kleñvedus anialekañ evit an den a anavezer.Hag int devoudet gant daou viruz kevarall ez eo hogos dic'hallus dispartiañ an daou gleñved ent klinikel. Dibaot int, met en ervez emaint da zevoudañ kaouadoù mantrus, kevredet gant ur feur trankañ uhel. En tremened, ne oa bet dedennet evezh an aotrouniezhoù yec'hed gant an kez kaouadoù, nemet adalek ar mare m'o doa diarbennoù ankevazas da stourm ouzh ar pore muiaet an treuzkas er yec'hetioù.N'eus na vaksin na mezegadur evit an daou gleñved-se. Daoust da imbourc'hioù don e-pad bloavezhioù, gant prouadoù war gantadoù a loened, a amprevaned hag a blantennoù, n'eur ket deuet a-benn da hennadiñ ur mirva loenel pe ur vammenn amvael evit hini ebet eus an daou viruz. Kizidik eo ar marmouzion ouzh ar pore, met n'o seller ket evel ur mirva bezus, dre an arbenn ma varv buan kenan hogos an holl loened poreet evit ma treistbevfe an viruz.
Ne lakaer ket an denion evel bezant er c'hor treuzkas naturel, o vezañ ma 'z eo darvoudel o foreadur. Kaouadoù ha degouezhioù skignek eus ar c'hleñved diwar viruz Marburg zo bet ditouret en Ouganda, e Republik demokratel ar C'hongo, e Kenya hag e Suafrika (gant ur gouzrec'h o tont eus Zimbabwe). Ar c'haouadoù kentañ, en Alamagn hag e Yougoslavia e 1967, zo bet liammet gant imbourc'hvaoù o labourat war marmouzion glas afrikat (Cercopithecus aethiops) enporzhiet eus Ouganda. Treuzkas ar viruz eus un den d'unan all a c'houl ur stekiñ tost kenan gant ur gouziviad tizhet. Emañ ret bezañ e diastok gwad pe liñvennoù bevedel (oulennoù, c'hweladoù, troazh, halv, borc'hadoù analadel), dreist holl mar bez gwad enno ha mar bez uhel bec'h ar viruzoù. Evit ar sper a c'hell treuzkas ar viruz betek seizh sizhunvezh war-lerc'h ar pare klinikel. An tredizhañ dre stekiñ dargouezhel a vez dibaot kaer, pezh a laka da soñjal ned eo ket gwerc'hek an treuzkas dre aerosolioù ec'hanalet, na pa c'hoarvezfe zoken. N'eus treuzkas ebet e-doug ar gounervezh, ha hañvalout a ra ar c'houziviaded bezañ an tredizhusañ e-doug bogvezh ar c'hleñved, ma tarvez erzerc'hadoù gwadliñvel. Ar stekiñ nes gant ur c'hlañvour tizhet grevus, e-doug an arouelioù er gêr pe en ospital, hag ivez pleustroù kañv, a vez an hentoù tredizhañ boutin. Pa c'hoarvez an treuzkas dre an dafar ensinklañ pe enkoradoù a-zarvoud e vez grevusoc'h ar c'hleñved, ha disleberiñ a ra ar stad buan hag uheloc'h emañ ar mervel en ervez da vezañ.

Kent War-lerc'h