Kleñvedoù studiet gant Sigurdsson e 1954, anezho anaezioù a lakaer viruzoù diseurt, anhennadet ar peurliesañ, da vezañ kiriek dezho. Nes eo an anaezioù-se evit an arbennoù-mañ da heul. Da gentañ e stader un hir a brantad hep azon, eus un nebeut mizvezhioù d'un nebeut bloavezhioù. Da c'houde e tizh ar viruzoù kiriek d'ar c'heñvedoù gorrek ur gwiad pe un organ hepken, an nerveg kreiz, da skouer. An trede naouuster boutin da seurt viruzoù zo o c'herc'husted, digen evit spesadoù loenel 'zo. Hag erziwezh e tedro ent argammedek an anaezioù angorzhet gant ar c'herentiad viruzoù-se etrezek marv ar gouziviad. Ne ouzer ket resis perak e pad keit all gounervezh ar viruzoù-se. Evit lod eus an arbennigourion e ve ur raktued hilel hag ivez un doare dibarek da erwezhiañ a-berzh an herberc'hier poreet. ICRON (diwar bennlizherennoù an Institute for Cancer Research) zo un termen kinniget gant Blumberg evit deanviñ un unvez amparet gant ar viruz ha parzhioù o tont eus e herberc'hier. Ar c'heal a ICRON zo bet danzeet diwar viruz an avufo B, dezhañ ur golo desellet evel an antigen Aostralia hag ar viruz e unan o c'hoarvezout eus un niver bennak a antigenoù o tont eus ar gouzrec'h, m'en deus tiñvet ar viruz (sl. icron). Ar c'hleñvedoù gorrek diwar viruzoù zo paot kenan gant al loen. Menegomp : empennaoued spouevanek ar bioù (ESB, 1986), krenion an deñved. Evit an den zo en ervez da vezañ poreet gant pevar “viruz” a 'r rizh-se : kleñved Creutzfeldt-Jakob, ar gwennempennaoued liesannon argammedek, ar c'hourou, ar gwennempennfo sklerozus goulemm. A-douez ar viruzoù-se e ranker lakaat kemm etre ar gwezherioù pore kendivizadel, evel hini ar gwennempennfo sklerozus goulemm, ha hini kleñved Visna-Maëdi (kleñved an deñved diwar viruz, oc'h erzerc'hañ gant al loened a ouzhpenn 2 vloaz oad gant ur skeventfo henek) hag ar gwezherioù ankendivizadel evel ar prionoù pe ar virinoioù. Bez' ez eus ur c'hevarguz etre ar viruzourion evit a sell anaezioù 'zo evel kleñved Parkinson dianempennfo, ar skleroz strewek, kleñved Alzheimer, kleñved Steele, Richardson ha Obszewski, kleñved Alpers, ar skleroz kostezel kaheristeñvus ha kankroù 'zo zoken. E gwir e chomer en entremar a-zivout roll an kez “viruzoù” evit a sell an anaezioù diseurt-se.