Preder

Geriadur ar vezekniezh

virus à ARN (ou à RNA)RNA virusviruz gant RNA

Viruz dezhañ un dafar hilel gant trenkenn ribonukleek (DNA), unarrevell ar peurliesañ. Evit a sell ar viruzoù denel ez eus anv eus ar c'herentiadoù-mañ da heul : a) kapsid a gemparzhegezh diñsek ha hep golo : Picornaviridae (20-30 nm) ha Reoviridae (70 nm) ; b) kemparzhegezh diñsek ha gant golo : Togaviridae (40-60 nm) ha Flaviviridae (40 nm) ; c) kemparzhegezh ulidek ha goloet : Orthomyxoviridae, Paramyxoviridae, Arenaviridae, Bunyaviridae, Coronaviridae ha Rhabdoviridae, ha d) kemparzhegezh kemplezh ha goloet : Retroviridae.

Kent War-lerc'h